E matematik e vez graet niver puilh eus an niveroù anterin n a-seurt gant σ(n) > 2n, e lec'h m'eo σ ar fonksion a ro sammad rannerioù n, n en o zouez. An talvoud σ(n) - 2n a vez graet puilhentez n anezhañ.
Degaset e oa bet an niveroù puilh gant Nicomachus en Introductio Arithmetica. Ober a rae anezho niveroù dreistpuilh ha goulenn a rae e vefe σ(n) > n hepken.
An niveroù puilh kentañ eo : 12, 18, 20, 24, 30, 36, ... hag an niver puilh ampar kentañ eo 945.
An niveroù dezho ur builhentez null eo an niveroù peurvat, hag an niveroù dezho ur builhentez negativel strizh eo an niveroù diouerus